Pleg-mor Alaska

Pleg-mor Alaska

Pleg-mor Alaska zo ur pleg-mor e norzh ar Meurvor Habask, dirak aod kreisteiz Alaska. Emañ etre Gourenez Alaska hag an Inizi Kodiak er gornaoueg hag an Enezeg Alexander er reter.

A-hed an aod e kaver koadoù bras, menezioù ha skornegoù. Skornegoù brasañ Alaska, evel Skorneg Malaspina ha Skorneg Bering, en em daol er mor war an aod-se. E goueled Pleg-mor Alaska e kaver div vrec'h-vor vras, Cook Inlet ha Prince William Sound, ha re all c'hoazh, bihanoc'h.

Bevennet eo Pleg-mor Alaska er su, hervez an douaroniourien, gant ul linenn a dap eus penn kreisteiz Enez Kodiak er gornaoueg betek ar strizh-mor anvet Dixon Entrance er reter[1].

  1. U.S. Geological Survey Geographic Names Information System: Gulf of Alaska

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search